EUROPA HA GWIRIOÙ YEZHEL : ret eo kregiñ e-barzh e 2004 !

E 2004 e vo astennet Unvaniezh Europa ha mouezhiet e vo ivez evit dilennidi Europa. Padal níeo ket bet diskoulmet kudenn ar yezhoù, met kuzhet eo bet a-dreñv ur meni liesyezhegezh e-lecíh ma vez roet plas dían teir yezh cíhalloudusañ hepken. En abeg da se emaomp e riskl da vont war-zu pennadurezh un nebeud yezhoù, hag a-benn ar fin tro, war-zu an unyezhegezh, ar pezh a lakay en arvar liested yezhel ha sevenadurel Europa. Setu perak e sav an esperantegourion, e-touez re all, a-du gant ur yezh voutin (ha níeo ket ur yezh hepken) neptu a zegaso doujañs dían holl yezhoù hag efedusted evit an demokratelezh en Europa.

Evit se e vo aozet ur vanifestadeg evit Europa a-bezh evit an demokratelezh yezhel en Europa. Ar pal pennañ anezhi eo lakaat da gomz ar muiañ posupl (dre ar mediaoù peurgetket) diwar-benn perzh yezhel Europa evit lakaat an dud da vezañ emskiantek eus ar gudenn-se ... ha marteze lakaat ar bolitikourion da fiñval a-zivout an dra-se. Evit tizhout ar pal-se eo ret deomp bezañ niverus ha liesliv a-walcíh evit bezañ efedus da vat. An esperantegourion o deus lañset ar vanifestadeg-mañ ha gant pep kevredigezh esperanteg eus Europa e vo kelaouet en he bro diwar-benn an ober-mañ

Anv ar vanifestadeg EUROPA BUNTO a dalv "liesliv Europa". Diskouez a ra ez eus ur fest eus ar vanifestadeg-mañ a zo liesliv dre míeo liesyezhek.

Setu e vo bodet er vanifestadeg-mañ :

Lec'h : Strasbourg (Frañs), e-kichen Parlamant Europa ha Kuzul Europa

Deiziad : Díar Sul 9 a viz Mae 2004 (devezh Europa)

Aozadur : Bez e cíheller dibab yezh ar bannieloù hag ar pezh a vo skrivet warno (en ur zoujañ da zisklêriadur gwirioù mab-den ha keodedourion Europa)

Servij titouriñ : Prezegenn evit ar cíhazetennoù, pep yezh o vezañ par díar re all ; kinniget e vez ur servij treiñ evit an holl yezhoù diskouezet

 

EL LECíHIENN-MAÑ E VO KAVET

Prezento (kinnig) : eno e vez kinniget dre vras ar vanifestadeg hag al lecíhienn e meur a yezh eus Europa. (Trugarez deocíh en a-raok díhor sikour da dreiñ ar pajennad-mañ en ho yezh : Kasit ho troidigezh da europa.bunto@eraro.com)

Partneraj asocioj (kevredigezhioù a gemer perzh) : roll an holl gevredigezhioù (gant chomlecíh o lecíhienn, mard eus unan) o deus embannet e kemerint perzh er vanifestadeg ez-ofisiel

Kunveturado (kenweturiñ) : roll kinnigoù ha goulennoù kenweturiñ evit mont da vanifestadeg Strasbourg

Sloganoj & materialo (luganoù & dafar) : roll ar mennozhioù diwar-benn luganoù ha bannieloù evit ar vanifestadeg, ha traoù all da sachañ an evezh

Dissendolisto (listenn skignañ) : listenn skignañ evit aozerion ar vanifestadeg ; he yezh labour pennañ eo an esperanteg. Gallout a rit koumanantiñ díal listenn-se dre gas ur postel goullo da europa-2004-subscribe@yahoogroupes.fr

Kontakto (darempred) : chomlecíhioù evit sevel goulennoù ouzh an aozerion ("organizantoj") pe ouzh ar sekretour e karg eus ar vanifestadeg ("sekretario"), pe evit kas ho kinnigoù (kenweturiñ, luganoù, etc) pe ho troidigezhioù da responteg al lec'hienn ("TTT-estro")

Ligoj (liammoù) : un nebeud liammoù diwar-benn Europa hag ar yezhoù


(tradukis bretonen : Alan ar Gall / Allan Reun)

Hejmo